Skol an Emsav

Levraoueg / MediaouegDañsKentelioù brezhonegKreizenn sevenadurelEmbannSonerezh / Kan

Skol an Emsav zo ur gevredigezh savet e 1969 hag abaoe 50 vloaz e kelenn brezhoneg hag e klask diorren implij ar yezh. Skol an Emsav zo termenet gant obererezhioù liesseurt : • Skol an Emsav zo ur greizenn stummañ war ar brezhoneg. Kentelioù sizhuniek evit an dud deuet a vez kinniget e Roazhon hag en trowardroioù met ivez stajoù berr e Breizh hag e lec’hioù all. Stummadurioù micherel 6 ha 9 miz a vez aozet e Roazhon, Sant-Ervlan ha Sant-Nazer evit an dud a fell dezho deskiñ ar yezh pe evit brezhonegerien o deus c’hoant da vont pelloc’h ganti. Skol an Emsav a dreuzkas ivez ar brezhoneg er bed a-bezh da skolidi eus Paris, eus Japan, eus Norvegia,… hag a heuilh kentelioù a-bell. • Skol an Emsav zo ul lec’h evit bevañ e brezhoneg. Evit kaout prantadoù dudius gant ar yezh hag ober ganti war ar pemdez. Kaset e vez neuze gant Skol an Emsav abadennoù e brezhoneg (klub lenn, dañs, kan, klub sinema, klub istor, endervezhioù ha nozvezhioù tro-dro da demoù liesseurt.) • Un ti embann eo Skol an Emsav ivez. An hentennoù Oulpan, al levr-skeudennoù « Ar 1000 ger kentañ e brezhoneg » evit ar re vras hag a re vihan hag al levr « Keloù Bro Dardoup » zo bet embannet ganti. Skol an Emsav zo he fal skignañ ar brezhoneg d’an holl. Skol an Emsav a lak an div gelaouenn e brezhoneg, « Bremañ » hag « #brezhoneg » da zont maez bep daou viz. Pennadoù hollvrezhonek zo e Bremañ diwar-benn Breizh hag ar bed. #brezhoneg zo ur gelaouenn divyezhek skrivet evit ar re a zo o teskiñ ar yezh pe evit ar re a faot dezhe gouzout hiroc’h diwar he fenn.

Daveennoù

8 trolec'h Sant-Albin, 35000 Roazhon

02 99 38 75 83

Kas ur postel

D'al Lun 8e30 - 5e30
D'ar Meurzh 8e30 - 5e30
D'ar Merc'her 8e30 - 5e30
D'ar Yaou 8e30 - 5e30
D'ar Gwener 9e00 - 12e00

Live brezhoneg

4
Mont en-dro e brezhoneg
Graet e vez gant ar brezhoneg war ar pemdez evit mont en-dro ar stal
Komz a reomp brezhoner er stal (servij, degemer, goprad-ez brezhoneger-ez, pellgomz)
Divyezhek eo panellerezh ar stal
E brezhoneg emañ pakadurioù ar produioù
E brezhoneg emañ ar c'hartennoù-bizit
E brezhoneg emañ lec’hienn internet ar framm
E brezhoneg emañ ar skorioù kehentiñ (skritelloù, plegfollennoù, skeudennoù implijet war ar rouedadoù sokial..)
Eskemm a reomp e brezhoneg dre skrid (posteloù, lizhiri, rouedadoù sokial)
Souten an reomp Diwan pe kevredigezhioù hag a labour evit ar brezhoneg
Kemer a reomp perzh er Redadeg
E brezhoneg emañ anv ar stal pe anv ar produioù
E brezhoneg emañ kemennadenn responter ar framm

Alioù

Je me connecte pour
commenter

Je commente sans me
connecter


En remplissant ce formulaire, vous acceptez de contribuer au site web de stal.bzh et vous reconnaissez avoir pris connaissance de notre politique de confidentialité.

Merci de rester courtois. Tout commentaire fera l’objet d’une modération avant publication.

Ouzhpennañ Stal.bzh war ma skramm degemer
Serriñ