Perak enskrivañ ma embregerezh ?

  • Liammet eo ar brezhoneg gant ar Vro. Ur merker tiriadel eo, un doare kreñv da vezañ disheñvel. Degas a ra un dalvoudegezh ouzhpenn d’am embregerezh. O lakaat war wel liammoù ma embregerezh gant ar brezhoneg e roan nerzh da skeudenn ma stal.
  • Tomm eo kalon 65% eus ar bretonezed hag eus ar vretoned ouzh ar brezhoneg (Enklask TMO / Rannvro Breizh, 2018). En ur lakaat ma anv war Stal.bzh e roan tro d’ur bern tud da ziskouez ha da gehentiñ war ma oberezhioù evit ar yezh.
  • Evit bezañ gwelet war internet ha bezañ douarlerc’hiet gant ar vevezerien.

Ha digoust eo an enskrivadur war Stal.bzh ouzhpenn-se !
 

Penaos ez a en-dro Stal.bzh ?

Tennad 1 : En em enskrivañ a ran digoust

1

N’eus ket simploc’h ! Trawalc’h eo reiñ un anv hag ur postel. Digoust eo ouzhpenn-se !

Tennad 2 : Krouiñ a ran fichenn ma embregerezh pe kevredigezh

2

Menegiñ a ran ma micher, ar servijoù a ginnigan, ma chomlec’h... Gwelet e vo an titouroù-se gant implijerien al lec’hienn.

Tennad 3: Titouriñ a ran doare implij ar brezhoneg em stal

3

Respont a ran d’un nebeud goulennoù evit reiñ da c’houzout peseurt mod e soutenan pe e ran gant ar brezhoneg.

Tennad 4: Embann a ran fichenn ma stal

4

Ur wech leuniet ganin e vez kadarnaet an titouroù gant Stal.bzh. Tu a vo da implijerien al lec’hienn Stal.bzh kavout ar servijoù a ginnigan enlinenn !

Testeniañ a reont

D’Istribilh

Gwenole Olivier
Breser

Anat eo bet din lakaat brezhoneg em stal. Savet on bet e brezhoneg. Anvioù va bier zo e brezhoneg. Dibabet 'meus gerioù hag a vez komprenet gant tud ar vro, memes ma n'int ket brezhonegerien: Riboull, Ribin... An anvioù-se a zo un digarez alies, da gomz gant va c'hlianted diwar-benn Breizh
Krank Du

Mathieu Ar Gwern
Dizagner

Dre ma labour e skoazellan embregerezhioù ha kevredigezhioù ar vro da vezañ gwelet, poellek eo din ober gant ar brezhoneg! War Stal.bzh em eus enskrivet Krank Du evit eskemm gant an embregerezhioù o deus c’hoant lakaat ar brezhoneg da vezañ lennet ha komzet er vuhez pemdeziek.

Enskrivet da ziwezhañ

Mignoned ar Brezhoneg


Gwened
Sevenadur / Dudi
Live brezhoneg

Tavarn Breizh Naoned


Naoned
Evañ & debriñ
Live brezhoneg

Tir Na NOg


Brest
Evañ & debriñ
Live brezhoneg

STUMDI - GWENGAMP (22)


Gwengamp
Servijoù
Live brezhoneg

Liv ha Luc'h


Karaez-Plougêr
Servijoù
Live brezhoneg
Ouzhpennañ Stal.bzh war ma skramm degemer
Serriñ