Savour ha diorroour ar stummañ war ar brezhoneg ! • Abaoe 1985, n'eus bet kavet par ebet • Gwiriekaet gant ouzhpenn 2400 stajiad • Ur servij heñchañ (digoust hag efedus) Stumdi, aozadur-stummañ aotreet dindan ur statud kevredigezh, a zo arbennikaet abaoe 33 vloaz war ar stummañ e brezhoneg d’an daoulamm evit an oadourien ha brudet evit e stummadur « Ar brezhoneg dindan 840 eurvezh » krouet 23 vloaz ‘zo. Ar stummadur-mañ a zo e bal lakaat ar stajidi deraouidi da vestroniañ ar yezh dre skrid ha dre gomz. War an 840 eurvezh e vez 770 eurvezh kentel (35 eurvezh dre sizhun), ha 70 eurvezh staj (skol, stal, kevredigezh…). Degemeret e vez bep bloaz gant skipailh Stumdi ouzhpenn 170 stajiad (tud dilabour, implijidi pe hiniennoù) war ar stummadurioù-se kinniget eus penn-kentañ miz Gwengolo betek fin miz Gouere war 6 lec’h : Aradon, Plañvour, Landerne, Brest, Gwengamp, Sant-Brieg. Hervez statud an danvez-stajiad e c’hell stignadoù disheñvel sikour da kemer e karg hor stummadurioù. Sikourioù Rannvro evit an dud dilabour, ar gelennerien / implijidi war tachenn ar bugaligoù pe tud dilabour o deus c’hoant da vont war an tachennoù-mañ pe ehan stummañ hiniennel (CIF) pe kont personel ar stummadur (CPF) evit an implijidi (abaoe an 11 a viz Even 2015). Kinnig a ra ivez Stumdi stummadurioù 3 miz a-benn gwellaat e live brezhoneg : « Ober gant ar brezhoneg » et « Emren e brezhoneg ». Ur Servij Heñchañ diabarzh evit an dud dilabour Ur servij heñchañ a zo bet krouet e 2006 evit evit sikour ar stajidi o deus c’hoant da wellaat o doareoù da glask postoù-labour divyezhek e-pad ha war-lerc’h ar stummadur hir. Hervez statistikoù Stumdi (kaset da benn abaoe 13 vloaz), Ur geidenn a 85% eus ar responterien a zo pe war ur post-labour (70%) pe oc’h en em stummañ (15%) en-dro 6 miz goude o stummadur. Domani ekonomikel e-lec’h ma vez ar brezhoneg ur varregezh goulennet pe rediet: ar c’helenn, ar bugaligoù (magourioù, asem…), tiez ar retredidi, an Ehpad, ar c’hleweled, ar mediaoù, an embann, ar sekretouriezh, ar c’hontouriezh, ar c’hehentiñ, ar buheziñ, an douristelezh….
Sez sokial : Stumdi Kreizenn Théo Le Borgne 1 straed ar medisin Pouliquen e Landerne Kreizenn e Gwengamp : Ti ar Vro Gwengamp - 3 plasenn Maez ar Roue – 22200 Gwengamp, 22200 Gwengamp
Lun : 8e30-12e30 / 1e30 - 5e30 Meurzh : 8e30-12e30 / 1e30 - 5e30 Merc'her : 8e30-12e30 / 1e30 - 5e30 Yaou : 8e30-12e30 / 1e30 - 5e30 Gwener : 8e30-12e30 / 1e30 - 5e30