N’eus ket simploc’h ! Trawalc’h eo reiñ un anv hag ur postel. Digoust eo ouzhpenn-se !
Menegiñ a ran ma micher, ar servijoù a ginnigan, ma chomlec’h... Gwelet e vo an titouroù-se gant implijerien al lec’hienn.
Respont a ran d’un nebeud goulennoù evit reiñ da c’houzout peseurt mod e soutenan pe e ran gant ar brezhoneg.
Ur wech leuniet ganin e vez kadarnaet an titouroù gant Stal.bzh. Tu a vo da implijerien al lec’hienn Stal.bzh kavout ar servijoù a ginnigan enlinenn !
Gwenole Olivier
Breser
Anat eo bet din lakaat brezhoneg em stal. Savet on bet e brezhoneg. Anvioù va bier zo e brezhoneg. Dibabet 'meus gerioù hag a vez komprenet gant tud ar vro, memes ma n'int ket brezhonegerien: Riboull, Ribin... An anvioù-se a zo un digarez alies, da gomz gant va c'hlianted diwar-benn Breizh
Mathieu Ar Gwern
Dizagner
Dre ma labour e skoazellan embregerezhioù ha kevredigezhioù ar vro da vezañ gwelet, poellek eo din ober gant ar brezhoneg! War Stal.bzh em eus enskrivet Krank Du evit eskemm gant an embregerezhioù o deus c’hoant lakaat ar brezhoneg da vezañ lennet ha komzet er vuhez pemdeziek.